Peseurt pivelezh evit Breizh hiriv an deiz ?
brennos @ 00:59![]()
Petra eo Breizh ?
Setu ar goulenn an Emsaverien a c'hallfe klask da respond hiriv...
Dre-vras, ar respond roet e vije seurt-se : "Breizh = ar 5 departament", pe "Breizh a-vremañ = Breizh an dugelezh er seizhek kantved".
Neuze, Breizh a vije krouadelezh an duged, dilec'h aloubidigezhioù an douaroù romaned kavet e reter al ledenez, ha war oadoù kreisteiz al Liger. Piv en deus dibabed da vezañ breizhad gant an disklêriadur-se? Den ebet, evel just.
Teorienn an aloubidigezh e vije. "Kumuniezh a donkadur", evel e vez lâret diwar-benn Bro-C'hall...
Penaos eo posubl stourm a-enep ur stat ag implij disklêriadennoù seurt-se evit en em gaeraat, en un ober ar memes tra rik-ha-rak ?
Ret eo e vije komprenn harzoù Breizh istorel n'int ket reizhoc'h eget harzhoù Bro-C'hall.
Perak 'ta cheñch baniel istorel Bro-Raez ? Nemet evit lakaat ermigoù bennak, ur groaz du, o lakaat sklêr-splann hag eo Bro-Raez ul lodenn eus Breizh. Ha ma'z eo den bennak a-enep an dra-se, hag a-enep lakaat e brezhoneg anvioù-lec'h ar rannvro-se, enebour Breizh eo, sur !
Ha gwelloc'h pa'z eo lâret ar gwirionez : poatevineg eo yezh hengounel Bro-Raez ha Bro-Glison, ha staget int bet ouzh Breizh war-lec'h ur brezel ag aloubidigezh, ken reizhek hag aloubidigezh Breizh digant Bro-C'hall, pe aloubidigezh Pologn digant an Alamagn nazi, pe c'hoazh aloubidigezh Irak...
Ret eo sevel ur Breizh nevez war beulioù ar yezhoù hengounel pobl vreizh (brezhoneg ha galloueg) hag ar sevenadur keltiek lec'hiel.
Ha ne vo sikour ebet evit an dra-se Bro-Raez. Ar c'hontrol : penos eo posubl dispegañ hag eo breizhek ur vro gant teol e-lec'h maen-glas, gant ur yezh poatevinek e-lec'h ur yezh gallouek pe brezhonek, gant mojennoù tostoc'h eus re Bro-Lemousin eget eus Breizh-Izel, gant ur gevredigezh liammet gant hini Poatev-Izel, ha gant un douaroniezh a gleuzioù, kompezoc'h eget hini dolzenn an Arvorig ?

digg it
del.icio.us
Brlengajhes(2) »
I like your style of writing..Keep it up!
Keep Bogging!
online dna test
satellite tv on computer
data recovery
Solemn article. It make me lost in thoughts.
Content Writers
Laechàe in brlengajhe